Archives du mot-clé Diwan 20 ans

THE RUNWAY : Sinema e Brezhoneg, 10 a viz Mae

Kinniget gant PERAKET

The runway

PLOUVIAN – Sal ar Govel –  20e00 – Mont e-barzh dieub : Diazezet war un istor gwir, e konto ar film-mañ istor Ernesto, bleiner ur c’harr-nij a vro gKolombi, rediet da lakaat e garr-nij da bradañ e-kichen ur barrez vihan a vro-Iwerzhon. Dre ma ne gomz ket Ernesto saozneg e skoulmo hemañ darempredoù a vignoniezh gant Pablo, ur paotrig nav bloaz kozh hag an den nemetañ gouest da gomz spagnoleg. Tennañ a raio Pablo gounid deus istor kevrinus Ernesto evit sevel mojennoù diwar e benn hag, en ur ober e mod-se, e kendrec’ho tud ar gêriadenn da reiñ o sikour dezho. Erru a raio un enklasker a vro-gKolombi avat, prest da ziskuliañ sekredoù diwar-benn ar bleiner. Piv krediñ ?

PLOUVIEN, Salle de la forge – 20h00 – Entrée libre : L’histoire vraie d’un pilote colombien dont l’avion s’écrase dans un petit village irlandais. Ne parlant pas un mot d’anglais il se lie d’amitié avec Paco un jeune garçon de 9 ans, seule personne dans le village à parler l’espagnol. Il va donc devenir son traducteur. Celui-ci transforme le passé mystérieux et douteux du pilote. Il raconte à tout le monde qu’il est un héros doublé d’une célébrité, mobilisant ainsi le village à l’aider à reconstruire son avion.